Centre culturel breton de Guingamp - Kreizenn Sevenadurel Gwengamp

Centre culturel breton de Guingamp       Nombre de visites :25636

samedi 19 septembre 2009

Grève du lait:

Marteze ho peus sonj deus ar bloaz 1972, lod ac'hanoc'h michañs, met ar re all 'zo re yaouank evit-se.
Mat, ar bloaz-se oa bet « brezel al laezh », un harz gwerzhañ pe ur « grev » ma karit...
Adpartiet eo! ...Gortozit! N'eo ket eus manifestegoù bet aozet gant an FNSEA ar mizioù tremenet emaon o komz met deus ar banelloù du 'vez gwelet un tamm e-pep lec'h evit reiñ keloù d'an dud: « amañ, a-benn nebeut, 'vo graet an harz gwerzhañ laezh hag al laezh produet memestra (ar saout ne oaront ket penaos harzañ produiñ) 'vo profet d'an dud »...Met piv en deus divizet ober se? Produerien laezh deuet skuizh da labourat evit mann pe da goll arc'hant en ur labourat memestra. Soñjal a reont cheñch da vat ur sistem lec'h int tapet hag a zo krog' da grougañ anezho.
N'eo ket 'vit lakaat da blegañ ur c'hoop, bet krouet gant o zud ha bet gwerzhet bremañ en anv ur « real politik » ekonomikel evit brasañ mad un nebeut kenlodennerien*, pe 'vit lakaat ur patron bennak da vezañ nec'het hag o'deus divizet ober se.
N'eo ket e Breizh nemetken nag e Frañs hag e vo graet « brezel al laezh » met en Europa a-bezh. Hervez kont produerien laezh Europa a sell an deiz hirie ouzh ar pezh a c'hoarvezo e Breizh (ken pounner eo lodenn hon bro e-barzh produiñ Europa) met galv* an A.P.L.I.(aozadur ar broduerien laezh emrenn*) 'vo heuliet (war a seblant) gant un toullad mat a Europeaniz. An emzav*-se zo bet aozet maez ar sindikadoù, lavaret eo bet gant ar re vrasañ bezañ a-enep, met lod a sonj dezho o'deus, o fennoù bras, an aon da goll en afer o c'hargoù pe an tamm digoll degemeret ganto. Produerien an APLI a c'houlenn e vije kemmet politikerzh Europa e-keñver marc'had al laezh, da lavarout eo adsevel ur sistem kotaioù hag a rofe d'ar produer ur priz dereat 'vit an « aour gwenn » bet gwerzhet gantañ.
Evel an darn vrasañ eus broduerien Kemper Gwezenneg, en deus diskleriet Herve bezañ prest da gemer perzh er jeu-mañ: « Aze 'meump ar chañs diwezhañ nompas kouezhañ dindan kontradoù ha bezañ enframmet* dre ret. An emsav-se a ziskouezo d'an holl e chomomp mestr war frouezh hon labour. 'meump ket c'hoant bezañ mevelien embregerezhioù* zo! Ouzhpenn-se meump adkavet ur mod da stourm asambles: kaozeet vez etrezomp-ni, dibabet eo bet ober an harz gwerzhañ-se asambles, koulskoude e chom pephini libr deus e vod da gemer perzh...Ar stourm-mañ 'vo graet 'maez ar sindikadoù, 'maez ar strolladoù politikel, gant tamm feulster* ebet hag en ur vousc'hoarzhin... »
Ma c'houllomp mirout en hon bro ul labour douar bev ha padus*, ret 'vo skoazellañ, 'meus aon, ar broduerien laezh, en o stourm ha ma ne zisplijfe ket d'ar re vras (perak eo graet re vras deus ar re-se e brezhoneg ha « les gros » e galleg?) gwelet un tamm mat deus ar re vihan kuitaat ar vicher, vefe an dra-se ar pep gwashañ 'vit ekonomiezh Breizh.Brav vije gwelet komisionoù ha dilennidi* kompren a-raok gwelet al laezh d'en em goll er c'hanivo.


Kenlodenner: actionnaire ; Galv: appel; Emrenn:indépendant; Emsav:mouvement Enframmet: intégré; Embregerezh: entreprise; Feulster: violence; Padus: durable;
(Ar pennad-se eo bet kaset d'ar journalioù lec'hiel en dibenn ar viz Gouere.)


Détruire du lait, c'est un crève-cœur que vivent aujourd'hui des milliers de producteurs bretons. Imaginez vous, détruisant chaque jour, le fruit de votre travail quotidien...
Comment peut-on accepter que cela se fasse dans une quasi-indifférence générale?...D'aucuns y voient une pollution... Il y a toujours eu des gens pour ne voir que le doigt qui leur montrait le ciel...
Mais quand les lois du marché poussent l'homme à de telles extrémités, c'est qu'il faut changer les lois...et tremblez, vous qui avez, par hérédité, par hasard, par magouille..., obtenu le pouvoir de les changer, si vous ne faîtes rien, car le désespoir est mauvais conseiller...
Les producteurs laitiers ont besoin de votre solidarité!...Manifestez la, en participant à leurs rassemblements (chaque soir, sur la place du Vally), en prenant le lait qu'ils donnent avec le sourire, en en parlant autour de vous...
Ce sont eux qui lèvent bien haut, aujourd'hui, le Gwenn ha du!

dimanche 20 juillet 2008

BZH + Festimanif


Hier, le 16 Septembre 2008, le gouvernement a retiré le projet de loi concernant les pratiques des amateurs. C'est une grande victoire pour tout le mouvement associatif et culturel. Mais il est important de rester mobilisé afin de montrer à ce gouvernement combien est vivant le mouvement culturel breton. Ce retrait ne nous met pas à l'abri d'un nouveau texte dans le futur.
Des cars en partance de Guingamp seront prévus pour se rendre à la manifestation. Vous pouvez dès à présent vous inscrire pour réserver vos places en appelant au centre culturel aux heures d'ouverture.

lundi 30 juin 2008

"Graet omp eus kig ha gwad..."

entrelac8

Kuzul ar greizenn a c'hell diskleriañ e sav a-du kreñv gant karaeziz o stourm 'vit mirout en o bro un ospital a bourvezo da bep hini ar pezh 'zo dleet 'vit "bevañ ha labourat er vro". Chom a ra bouzar ar stad ouzh manifestadegoù ha sonjal a ra gwelloc'h kas e archerien 'vit respont d'an ezhommoù.
Spi 'neus kuzul ar greizenn e vo komprenet buan gant ar re a ren ar servijoù publik hag o' deus aze faziet hag eo deuet poent diskoulmañ mod all kudennoù ar yec'hed e Breizh (hag e lec'h all), rak n'eo ket ar yec'hed un dañvez da werzhañ pe da ober profit...


Klevet eo bet mouezh Karaez gant ar justis, met 'meus aon, eo gwelloc'h chom war evezh...

Le Conseil du Centre culturel Breton de Guingamp estime devoir affirmer sa solidarité avec la population de Carhaix qui manifeste pour maintenir à Carhaix un service hospitalier de qualité.
La santé ne doit pas devenir une marchandise mais rester un service public qui, à Carhaix comme ailleurs,doit permettre de continuer à "vivre et travailler au pays".
Les forces de l'ordre ne peuvent etre la seule réponse à des exigences légitimes de la population du centre Bretagne et les responsables doivent rapidement comprendre que d'autres solutions doivent etre proposées.
La justice a entendu les Carhaisiens mais, sans doute, faut il rester vigilant...

mercredi 25 juin 2008

Akademiezh, Sened hag ar yezhoù rannvroel.

Dipitet eo bet burev ar greizenn o klevout mouezh tud divarvel an Akademiezh c'hall ( pe c'halleg ) da sevel a-enep enskrivadur ar yezhoù rannvroel er vonreizh ar republik.Muioc'h dipitet eo bet dipitet c'hoazh goude votadeg ha diviz er Sened. Du-se eo bet klevet ur wech c'hoazh a bep seurt lavarioù toull leun a zispriz e kenver hon yezhoù hag hon sevenadur.Siwazh eo chomet evit c'hoazh menozhioù ar jakobined e penn bro-c'hall.

Le conseil du centre culturel breton tient à faire part de son "dépit" après l'intervention de l'académie française et le vote du sénat sur l'amendement concernant "les langues régionales". Le vote de l'assemblée nationale, divine surprise, avait créé un espoir, celui qu'ils avaient enfin changé...Mais les vieux réflexes jacobins, souverainistes de tout poil, sont vite revenus, toujours aussi méprisants ("la potée auvergnate"), pour étouffer la petite espérance.
Dommage...

dimanche 23 mars 2008

Ya d'ar brezhoneg

De nombreuses communes de la région de Guingamp ont déjà adhérés à la charte "Ya d'ar brezhoneg".
Le centre culturel breton espère voir leur nombre croïtre à l'issue des dernières élections municipales.

Communes ayant déjà signé: Ploumagoar, Belle-Isle En Terre, Louargat, Bégard, Berhet, Cavan, Coatascorn, Plouaret, Plounérin, Ploumagoar, Pluzunet, Prat, Tonquédec, Trédrez-Locquémeau, Trégastel, Trégrom, Penvénan...

Guingamp les rejoindra bientot ! (au mois d'Octobre)